Demat!
D'ar meurzh 3 a viz C'hwevrer e oamp aet e mirdi ar vezhinaerien e Plougerne. Gwenole, an animatour, en doa lakaet ac'hanomp da weladenniñ ar mirdi. Desket hor boa penaos e veze dastumet ar bezhin gwechall (ha pegen diaes e oa ar vicher-se!) ha petra a vez graet gant ar bezhin an deiz-ha-hiriv. Goude ur filmig e oamp aet kuit d'ar C'horejoù d'ober ur c'hoari war an draezhenn. Met ar bouzelloù a groge d'ober trouz: poent e oa mont da zebriñ ar pik-nik! A-raok distreiñ hor boa dastumet bep a vilienn evit livañ er c'hlas. Un hanter devezh plijus-tre hor boa tremenet hag ouzhpenn e oa brav-tre an amzer: blaz an nevez-amzer a oa!
Bonjour
mardi 3 février nous sommes allés au musée des goémoniers à Plouguerneau. L'animateur, Gwenole, nous a fait la visite. Nous avons appris comment les goémoniers ramassaient les algues autrefois (et combien ce métier était pénible!) ainsi que l'utilisation que l'on fait des algues de nos jours. Nous avons vu un petit film et ensuite sommes allés au bord de la mer pour y faire un petit jeu. Mais les estomacs commençaient à crier famine: il était temps d'aller déguster notre pique-nique! Avant de partir, nous avons ramassé des galets pour les peindre en classe. Nous avons passé une matinée très agréable et sous le soleil, en plus: un avant goût du printemps!